Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Krediñ a ran ez eo reizh din, keit ha ma vin en tabernakl-mañ, derc’hel ac’hanoc’h dihun dre alioù,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Ha me a gred ez eo just, ekeit ha ma vezin ebarz an danten‐man, e tihunfen ac’hanoc’h dre va aliou,

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 1:13
11 Referencias Cruzadas  

Va chomaj a zo lamet diganin evel teltenn ur mesaer, troc'het eo va buhez evel al lien a zistag ar gwiader diouzh ar stern; diouzh ar mintin d'an noz ez po va lamet kuit.


An AOTROU a zihunas spered Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha spered Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, ha spered an nemorant eus ar bobl, hag e teujont hag en em lakajont da labourat war di AOTROU an armeoù o Doue,


Bez’ omp leun a fiziañs, hag e karomp gwelloc’h kuitaat ar c’horf-mañ ha chom e-kichen an Aotrou.


Reizh eo em befe ar menozioù-se ac’hanoc’h holl, rak me am eus ac’hanoc’h holl em c’halon, c’hwi kenlodeien ganin er c’hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ.


Evel-se ec’h anavezin Krist, ha galloud e adsavidigezh a varv, ha kenlodenn e boanioù, o tont heñvel outañ en e varv,


Dre-se e tegasan soñj dit da enaouiñ a-nevez donezon Doue a zo bet roet dit dre lakadur va daouarn.


Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec’h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc’h hoc’h-unan en ur c’horf.


Setu perak ne vankin ket da zegas deoc’h dalc’hmat an traoù-se da soñj, petra bennak ma o anavezit ha ma’z oc’h kreñvaet er wirionez-se.


o c’houzout penaos e kuitain prest va zabernakl, evel ma en deus an Aotrou Jezuz-Krist roet din da anavezout.


Re garet-mat, setu dija an eilvet lizher a skrivan deoc’h. En eil hag en egile e talc’han ho skiant yac’hus dihun dre alioù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos