Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioù Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz.
D'an trede deiz warn-ugent eus ar seizhvet miz, e kasas ar bobl kuit d'o zeltennoù, laouen ha seder en o c'halonoù, en abeg d'ar vad en doa graet an AOTROU da Zavid, da Salomon ha da Israel e bobl.
Hag e voe lennet levr al lezenn bemdez, adalek an deiz kentañ betek an deiz diwezhañ. Lidet e voe ar gouel e-pad seizh devezh, hag e voe ur vodadenn veur d'an eizhvet deiz, hervez ar gourc'hemenn.
E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.
E-pad seizh devezh e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan. D’an eizhvet deiz e vo ur c’hengalv santel hag e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan; ur vodadeg veur e vo, ne reot labour-mevel ebet.