2 Danevelloù 7:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 Salomon a lidas ar gouel en amzer-se e-pad seizh devezh, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek dor Hamad betek froud an Ejipt.
En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioù Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz.
D'ar seizhvet miz, d'ar pemzekvet deiz eus ar miz, d'ar gouel, e kinnigo e-pad seizh deiz an hevelep traoù, diwar-benn an aberzh-dic'haouiñ, diwar-benn al loskaberzh, diwar-benn an donezon, ha diwar-benn an eoul.
Met setu ez an da lakaat da sevel a-enep deoc'h ur vroad, ti Israel, eme an AOTROU, Doue an armeoù, ur vroad ho kwasko, adalek mont tre Hamad betek froud ar gouelec'h.