Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Danevelloù 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ha pa zeuas er-maez an aberzhourien eus al lec'h santel, rak an holl aberzhourien a oa eno o doa en em santelaet hep mirout ar c'hevrennoù,

Ver Capítulo Copiar




2 Danevelloù 5:11
13 Referencias Cruzadas  

An aberzhourien hag al Levited en em santelajont, evit degas arc'h an AOTROU Doue Israel.


Dastum a rejont o breudeur, hag en em santelajont, hag e teujont tre, hervez gourc'hemenn ar roue hag hervez komzoù an AOTROU, evit glanaat ti an AOTROU.


Met an aberzhourien a oa re nebeut, ha ne c'helljont ket dibezhiañ an holl loskaberzhoù. O breudeur Levited a skoazellas anezho, ken na voe echu al labour, ha ken na voe santelaet an aberzhourien. Rak al Levited a voe eeunoc'h a galon evit en em santelaat eget an aberzhourien.


hag e lavaras dezho: Va selaouit, Levited! En em santelait bremañ, ha santelait ti an AOTROU, Doue ho tadoù, ha kasit er-maez eus ar santual ar pezh a zo saotret.


Goude-se e voe lazhet ar Pask, d'ar pevarzekvet deiz eus an eilvet miz, rak an aberzhourien hag al Levited, o vezañ bet mezh, a oa en em santelaet, hag e kinnigjont loskaberzhoù e ti an AOTROU.


En em zalc'hit prest, hervez ho tiegezhioù tadel, hervez ho kevrennoù, hervez skrid David roue Israel, hag hervez skrid Salomon e vab.


Lazhit ar Pask, en em santelait, kempennit anezhañ evit ho preudeur, evit ober hervez ar gomz en deus disklêriet an AOTROU dre Voizez.


ha pa en em zalc'has ouzh sav-heol an aoter al Levited, a oa kanerien, Azaf, Heman, Jedutun, hag o mibien hag o breudeur, gwisket a lin fin, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, ha ganto kant ugent aberzhour o seniñ trompilhoù,


Ha pa veze echu tro deizioù ar fest, Job a gase da gerc'hat e vibien evit o santelaat. O sevel mintin mat, e kinnige loskaberzhoù evit pep hini anezho, rak Job a lavare: Marteze o deus pec'het va mibien, hag o deus dismegañset Doue en o c'halonoù. Evel-se e rae Job bepred.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae da gavout ar bobl, santela anezho hiziv ha warc'hoazh, ra walc'hint o dilhad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos