Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Danevelloù 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ober a reas ivez un aoter arem, en doa ugent ilinad a hirder, ugent ilinad a ledander, ha dek ilinad a uhelder.

Ver Capítulo Copiar




2 Danevelloù 4:1
11 Referencias Cruzadas  

Ha Salomon en em zalc'has en e sav dirak aoter an AOTROU, a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn etrezek an neñvoù,


En deiz-se, ar roue a santelaas kreiz al leurenn a oa dirak ti an AOTROU, rak kinnig a reas eno al loskaberzhoù, an donezonoù ha lard an aberzhoù a drugarekadennoù, rak an aoter arem a oa dirak an AOTROU a oa re vihan evit kenderc'hel al loskaberzhoù, an donezonoù ha lard an aberzhoù a drugarekadennoù.


Salomon a ginnige, teir gwech ar bloaz, loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù war an aoter en doa savet d'an AOTROU, hag e lakae da vogediñ war an hini a oa dirak an AOTROU. Hag ec'h echuas an ti.


An aoter arem graet gant Bezaleel mab Uri, mab Hur, a oa eno dirak tabernakl an AOTROU. Salomon hag ar vodadeg a glaskas eno...


Pa glevas Asa ar c'homzoù-se ha profediezh Obed ar profed, en em greñvaas, hag e lamas kuit an traoù euzhus diouzh holl vro Juda ha Benjamin, ha diouzh ar c'hêrioù en doa tapet e menez Efraim. Nevesaat a reas aoter an AOTROU a oa dirak porched an AOTROU.


Goude-se ez ejont da di ar roue Ezekiaz, hag e lavarjont: Glanaet hon eus holl di an AOTROU, hag aoter al loskaberzhoù gant hec'h holl listri, ha taol ar baraoù a ginnig gant hec'h holl listri.


Salomon a santelaas kreiz al leurenn a oa dirak ti an AOTROU, rak kinnig a reas eno al loskaberzhoù ha lard an aberzhoù a drugarekadennoù, rak an aoter arem graet gant Salomon ne c'helle ket kenderc'hel al loskaberzhoù, an donezonoù hag al lard.


Neuze Salomon a ginnigas loskaberzhoù d'an AOTROU, war aoter an AOTROU en doa savet dirak ar porched.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos