2 Danevelloù 22:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 Bountet dre o c'huzulioù, ez eas zoken gant Joram mab Akab, roue Israel, d'ar brezel da Ramod-Galaad a-enep Hazael roue Siria. Hag ar Siriz a skoas war Joram.
Roue Israel a lavaras d'e servijerien: Ha gouzout a rit ez eo deomp Ramod-Galaad? Hag en em zalc'homp sioul e-lec'h hec'h adkemer eus daouarn roue Siria!
mab Geber e Ramod-Galaad, ha dezhañ e oa bourc'hioù Jair mab Manase e Galaad, hag ivez rannvro Argob e Basan ha tri-ugent kêr gant mogerioù ha barrennoù arem;
Hazael a yeas d'e gavout, o vezañ kemeret gantañ profoù, eus ar re wellañ a oa e Damask, bec'h daou-ugent kañval. Dont a reas eta da gavout Elizea, hag e lavaras dezhañ: Da vab Ben-Hadad roue Siria en deus va degaset da'z kavout evit lavarout dit: Hag ec'h adsavin eus ar c'hleñved-mañ?
Ar profed Elizea a c'halvas unan eus mibien ar brofeded hag a lavaras dezhañ: Gouriz da zivgroazell, kemer ez torn ar vuredad eoul-mañ, ha kae da Ramod-Galaad.
Akab roue Israel a lavaras da Jozafad roue Juda: Hag e teui ganin a-enep Ramod-Galaad? Hag e respontas dezhañ: Me eveldout, ha va fobl evel da bobl, ni a yelo ganit d'ar brezel.
Pa welas pennoù ar c'hirri Jozafad, e lavarjont: Roue Israel eo! Hag e teuint en-dro dezhañ evit e argadiñ. Jozafad a grias, hag an AOTROU a sikouras anezhañ, ha Doue o fellaas dioutañ.
Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.
Hemañ a zistroas da Jizreel evit pareañ, en abeg d'ar gloazioù o doa bet graet dezhañ e Rama, pa stourme a-enep Hazael roue Siria. Azaria (pe Akazia) mab Joram, roue Juda, a ziskennas da welout Joram mab Akab da Jizreel, dre ma oa klañv.
Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.