Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Danevelloù 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Salomon a zivizas sevel un ti evit anv a AOTROU, hag un ti roueel evitañ.

Ver Capítulo Copiar




2 Danevelloù 2:1
13 Referencias Cruzadas  

Salomon en doa ivez dek mil den ha tri-ugent a zouge ar bec'hioù, ha pevar-ugent mil den a droc'he war ar menez,


Setu emaon e-sell da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evel m'en deus disklêriet an AOTROU da Zavid va zad o lavarout: Da vab, a lakain ez lec'h war da dron, a vo an hini a savo un ti da'm anv.


Salomon a savas ivez e di, hag ec'h echuas anezhañ a-benn trizek vloaz.


Met an AOTROU a lavaras da Zavid va zad: Pa ec'h eus bet c'hoant da sevel un ti da'm anv, ec'h eus graet mat kaout ar mennozh-se.


An AOTROU en deus sevenet e gomz en doa disklêriet. Deuet on war-lerc'h David va zad, hag azezet on war dron Israel, evel m'en doa lavaret an AOTROU, ha savet em eus an ti-mañ da anv an AOTROU Doue Israel.


Pa echuas Salomon sevel ti an AOTROU ha ti ar roue, ha kement tra en doa Salomon c'hoant d'ober hag a blije dezhañ,


Eñ eo a savo un ti da'm anv. Eñ a vo evidon ur mab, ha me a vo evitañ un tad, hag e startain tron e rouantelezh war Israel da viken.


Lakaat a raed da bignat ha da zont eus an Ejipt ur c'harr evit c'hwec'h kant sikl arc'hant hag ur marc'h evit kant hag hanter-kant. Degaset e vezent ivez evit holl rouaned an Hitited hag evit rouaned Siria.


Hag Huram a lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus graet an neñvoù hag an douar, en deus roet d'ar roue David ur mab fur gant skiant-varn ha meiz, a ya da sevel un ti d'an AOTROU hag un ti roueel evitañ.


Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.


met klask a reot anezhañ el lec'h en devo dibabet an AOTROU ho Toue a-douez hoc'h holl veuriadoù, evit lakaat e anv da chom ennañ; dont a ri eno.


Ma ne virez ket an holl gomzoù eus al lezenn-mañ, a zo skrivet el levr-mañ, o toujañ anv glorius ha spontus an AOTROU da Zoue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos