Ar Filistined a zegasas da Jozafad profoù hag ur c'hinnig en arc'hant. An Arabed a zegasas dezhañ loened, seizh mil seizh kant tourz ha seizh mil seizh kant bouc'h.
Sevel a reas ivez tourioù er gouelec'h, hag e kleuzias puñsoù niverus, dre m'en doa kalz a loened er blaenenn ha war ar maez, ha labourerien-douar ha gwinierien war ar menezioù ha war ar C'harmel, rak karout a rae al labour-douar.
Hag en em greñvaas, hag ec'h adsavas ar voger e-lec'h ma oa freuzet hag ec'h uhelaas anezhi betek an tourioù, hag e savas ur voger all en diavaez, hag e kreñvaas Milho e kêr David, hag ec'h aozas goafioù ha skoedoù e-leizh,