Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Danevelloù 11:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Roboam a chomas e Jeruzalem hag a savas kêrioù kreñv e Juda.

Ver Capítulo Copiar




2 Danevelloù 11:5
14 Referencias Cruzadas  

Hag e reas gant furnez, o stlabezañ e holl vibien en holl gornioù-bro Juda ha Benjamin, en holl gêrioù kreñv, hag e roas dezho bevañs gant leunder, hag e c'houlennas evito un niver bras a wragez.


Sevel a reas Betlehem, Etam, Tekoa,


Tapout a reas ar c'hêrioù kreñv a oa da Juda, hag e teuas da Jeruzalem.


Lemel a reas eus holl gêrioù Juda an uhellec'hioù hag ar peulioù-heol. Hag ar rouantelezh a voe en diskuizh dirazañ.


Neuze ar roue Asa a gemeras gantañ holl Juda, hag e kasjont ar vein hag ar c'hoad eus Rama, a lakae Baesha da sevel. Ganto e savas Geba ha Mizpa.


Evel-se e teuas Jozafad da vezañ bras-kenañ. Hag e savas e Juda kreñvlec'hioù ha kêrioù a servije da diez-dastum.


Lakaat a reas strolladoù en holl gêrioù kreñv Juda, ha gwarnizonoù e bro Juda hag e kêrioù Efraim a oa bet tapet gant Asa e dad.


O zad en doa roet dezho profoù bras, arc'hant, aour ha traoù prizius, gant kêrioù kreñv e Juda. Met ar rouantelezh en doa roet da Joram, dre ma oa ar c'hentañ-ganet.


Mont a reas d'ober brezel a-enep ar Filistined, hag e reas toulloù-freuz e moger Gad, moger Jabne ha moger Asdod, hag e savas kêrioù e bro Asdod hag e-touez ar Filistined.


Sevel a reas kêrioù war venez Juda, ha kestell ha tourioù er c'hoadegoù.


Arme roue Babilon a vrezele a-enep Jeruzalem hag a-enep holl gêrioù Juda a vane, a-enep Lakish hag a-enep Azeka; ar re-se a oa kêrioù-kreñv hag a vane a-douez kêrioù Juda.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos