Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Danevelloù 10:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner. Skañva bremañ kargoù kalet da dad hag ar yev pounner en deus lakaet warnomp, hag e servijimp ac'hanout.

Ver Capítulo Copiar




2 Danevelloù 10:4
15 Referencias Cruzadas  

Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner. Skañva bremañ kargoù kalet da dad hag ar yev pounner en deus lakaet warnomp, hag e servijimp ac'hanout.


Juda hag Israel a oa niverus evel an traezh a zo war aod ar mor, ken niverus e oant. Debriñ, evañ ha laouenaat a raent.


Juda hag Israel a oa o chom e surentez, pep hini dindan e winienn ha dindan e fiezenn, adalek Dan betek Beer-Sheba, e-pad holl buhez Salomon.


Ar roue Salomon a savas tud a aner en holl Israel, hag an aner-mañ a voe a dregont mil den.


Salomon en doa ivez dek mil den ha tri-ugent a zouge ar bec'hioù, ha pevar-ugent mil den a droc'he war ar menez,


Salomon ne lezas hini ebet eus mibien Israel da vezañ evel sklav, met ar re-mañ a oa tud a vrezel, hag e servijerien, e renerien, e ofiserien, ha pennoù eus e girri hag e varc'hegerien.


Kaset e voe da c'hervel anezhañ. Jeroboam hag holl Israel a zeuas hag a gomzas ouzh Roboam o lavarout:


Hag e lavaras dezho: Distroit da'm c'havout a-benn tri deiz; hag ar bobl a yeas kuit.


Hag e c'hoarvezas, pell goude, penaos e varvas roue an Ejipt. Mibien Israel a hirvoude abalamour d'o sklaverezh, hag a grias. O c'hriadennoù a bignas war-zu Doue eus o sklaverezh.


Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,


Eren a reont bec’hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz.


Rak kement-mañ eo karantez Doue: ma virimp e c’hourc’hemennoù. Hag e c’hourc’hemennoù n’int ket diaes,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos