Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Danevelloù 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Salomon a gomzas ouzh holl Israel, ouzh ar pennoù a vilieroù hag a gantoù, ouzh ar varnerien, ouzh holl re vras Israel a-bezh, ar pennoù tadoù.

Ver Capítulo Copiar




2 Danevelloù 1:2
13 Referencias Cruzadas  

Ar roue a yeas da C'habaon evit aberzhiñ, eno e oa an hini brasañ eus an uhellec'hioù. Salomon a ginnigas mil loskaberzh war an aoter.


Ha David en em guzulias gant pennoù ar milieroù hag ar c'hantoù, ha gant holl renerien ar bobl.


hag e lavaras dezho: C'hwi hag a zo pennoù tadoù al Levited, en em santelait, c'hwi hag ho preudeur, ha degasit arc'h an AOTROU Doue Israel betek al lec'h ma em eus kempennet dezhi.


David a zastumas holl Israel e Jeruzalem, evit degas arc'h an AOTROU betek al lec'h en doa kempennet dezhi.


Int ivez, evel o breudeur mibien Aaron, a dennas d'ar sord dirak ar roue David, Zadok, Akimelek, ha pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Hag evel-se e voe, evit ur penn tadoù hag evit an disterañ eus e vreudeur.


En em gavout a reas e-touez mibien Eleazar muioc'h a bennoù eget e-touez mibien Itamar, hag e voent rannet evel-se: pennoù tiez o zadoù evit mibien Eleazar, c'hwezek; pennoù tiez o zadoù evit mibien Itamar, eizh.


Mibien Israel hervez o niveradur, pennoù-tadoù, pennoù a vilieroù hag a gantoù, hag o ofiserien a oa e servij ar roue evit kement a selle ouzh ar c'hevrennoù, ar re a zeue e-barzh hag ar re a yae kuit, miz goude miz e-pad holl mizioù ar bloaz, pep kevrenn o vezañ pevar mil den warn-ugent.


David a zastumas e Jeruzalem holl bennoù Israel, pennoù ar meuriadoù, pennoù ar c'hevrennoù a servije ar roue, ar pennoù a vilieroù, ar pennoù a gantoù, ar re a velestre holl vadoù hag holl dropelloù ar roue, e vibien, ar spazhidi, an dud kadarn hag ar vrezelourien galonek.


Hag ar roue David a lavaras d'an holl vodadeg: Va mab Salomon, an hini hepken dibabet gant Doue, a zo yaouank ha tener, hag al labour a zo bras, rak ar palez n'eo ket evit un den, met evit an AOTROU Doue.


Salomon hag an holl vodadeg gantañ a yeas d'an uhellec'h a oa e Gabaon, rak eno e oa teltenn engalv Doue, an hini en doa graet Moizez servijer an AOTROU er gouelec'h.


Neuze ar roue Ezekiaz a savas mintin mat, a zastumas pennoù kêr, hag a bignas da di an AOTROU.


Ar roue hag e bennoù hag an holl vodadenn o doa divizet e kuzul e Jeruzalem ober ar Pask d'an eilvet miz,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos