Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Hag abalamour da gement-mañ eo em eus kavet trugarez: evit ma tiskouezfe Jezuz-Krist da gentañ ennon e hirbasianted, hag evit servijout da skouer d’ar re a gredo ennañ evit ar vuhez peurbadus.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Mes abalamour da gement‐man eo em euz kavet trugarez, evit ma teuje Jesus‐Christ da ziskouez, enoun‐me da genta, eur vadelez parfet, evit servichoud da skouer d’ar re a gredo enhan, evit ar vuez eternel.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 1:16
37 Referencias Cruzadas  

E bedenn, penaos e voe selaouet, e holl bec'hedoù hag e dorfedoù, al lec'hioù m'en deus savet uhellec'hioù, ha lakaet Asheraoù ha skeudennoù kizellet enno, a-raok en em izelaat, kement-se a zo skrivet e komzoù ar welourien.


Abalamour da garantez da anv, o AOTROU, e pardoni din va direizhder, ha bras eo.


Moizez a stouas hag a azeulas.


Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.


Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.


Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.


Balaam a lavaras da Valag: En em zalc'h tost d'al loskaberzh ha me a yelo kuit. Marteze e teuio an AOTROU da'm c'havout, hag e lavarin dit ar pezh en devo diskouezet din. Hag ez eas war ul lec'h uhel.


Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec’her hepken hag en deus keuz.


Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.


Dre-se e lavaran dit, he fec’hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz. Met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut.


met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.


An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.


Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,


Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.


An hini a zebr va c’hig hag a ev va gwad en deus ar vuhez peurbadus, hag ec’h adsavin anezhañ a varv d’an deiz diwezhañ.


ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c’hellec’h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez.


Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.


Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Diwar-benn ar gwerc’hezed, n’em eus gourc’hemenn ebet a-berzh an Aotrou, met reiñ a ran un ali evel un den hag en deus bet lod e trugarez an Aotrou evit bezañ feal dezhañ.


Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.


evit ma servijimp da veuleudigezh e c’hloar, ni hag hon eus da gentañ esperet e Krist.


da veuleudigezh gloar e c’hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C’haret-mat.


evit diskouez er c’hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c’hras dre e vadelezh en hor c’heñver e Jezuz-Krist.


pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezañ gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc’h eus d’an testeni hon eus douget deoc’h.


me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,


Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.


ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c’hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c’hrae an arc’h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.


Kredit penaos pasianted hir hon Aotrou eo ho silvidigezh, evel m’en deus skrivet deoc’h hor breur karet-mat Paol hervez ar furnez a zo bet roet dezhañ.


An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c’heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d’ar geuzidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos