Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 6:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Sevel a reas ivez leurenn an diabarzh, gant teir renkad mein-ben hag ur renkad treustoù sedrez.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 6:36
10 Referencias Cruzadas  

Kizellañ a reas warno cherubined, palmez ha bleuñv difluket, hag e c'holoas anezho gant aour, a astennas war ar c'hizelladur.


Al leurenn vras he doa ivez, tro-dro, teir renkad mein-ben hag ur renkad treustoù sedrez, evel leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, hag evel porched an ti.


Ober a reas leurenn an aberzhourien, al leurenn vras, hag an dorojoù evit al leurenn-se, hag e c’holoas gant arem an dorojoù-se.


Salomon a santelaas kreiz al leurenn a oa dirak ti an AOTROU, rak kinnig a reas eno al loskaberzhoù ha lard an aberzhoù a drugarekadennoù, rak an aoter arem graet gant Salomon ne c'helle ket kenderc'hel al loskaberzhoù, an donezonoù hag al lard.


gant teir renkad mein-ben hag ur renkad koad nevez. An dispign a vo paeet gant ti ar roue.


Baruk a lennas el levr komzoù Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelañ, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl.


Hag e kasas ac'hanon d'al leurenn diabarzh dre zor ar c'hreisteiz. Hag e vuzulias dor ar c'hreisteiz, hag he doa an hevelep muzulioù.


Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d’ar broadoù. Int a vac’ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos