Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 6:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 War holl vogerioù an ti, tro-dro, e kizellas skeudennoù bosek o tiskouez cherubined, palmez ha bleuñv difluket, en diabarzh hag en diavaez.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 6:29
19 Referencias Cruzadas  

Kizellet e oa ar sedrez en em gave en diabarzh an ti, o tiskouez moulleürioù ha bleuñv difluket. Maen ebet ne veze gwelet, an holl a oa e sedrez.


Hag e c'holoas gant aour ar cherubined.


Goleiñ a reas gant aour leur an ti, en diabarzh hag en diavaez.


An div stalaf a oa e koad olivez, hag e kizellas warno skeudennoù bosek o tiskouez cherubined, palmez ha bleuñv difluket, hag e c'holoas anezho gant aour, oc'h astenn an aour war ar cherubined ha war ar palmez.


Ober a reas ar ouel gant limestra, tane, ruz-bev, ha lin fin, hag e skeudennas warni cherubined.


Gwiskañ a reas a aour an ti, an treustoù, an treuzoù, ar mogerioù hag an dorojoù. Hag ec'h engravas cherubined war ar mogerioù.


Bennigit an AOTROU, c'hwi e aeled, c'hwi hag a zo galloudek e nerzh hag a seven e c'hourc'hemennoù o sentiñ ouzh mouezh e gomz!


Meulit anezhañ e holl aeled! Meulit anezhañ e holl armeoù!


Ha dija e trailhont an holl skultadurioù, gant bouc'hili ha morzholioù.


Ober a ri an tabernakl gant dek pallenn lin fin plañsonet, limestra, tane ha ruz-mouk, gant cherubined a ri evel un oberenn arzour.


An holl dud skiantek a rae labour an tabernakl a reas dek pallenn lin fin plañsonet, limestra, tane ha ruz-mouk, gant cherubined a voe graet evel un oberenn arzour.


Bez' e oa prenestroù kaelet ouzh ar c'hambroù hag ouzh o fostoù, en diabarzh eus an nor, tro-dro. Bez' e oa prenestroù ivez ouzh ar porzhioù, tro-dro, en diabarzh. Ha war ar postoù e oa palmezennoù.


Treset e oa cherubined ha palmezennoù, ur balmezenn e oa etre ur cherubin hag ar cherubin all. Pep cherubin en doa daou zremm,


evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,


Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos