Izaak a respontas hag a lavaras da Ezaü: Setu, e lakaet em eus da vestr dit ha roet em eus dezhañ e holl vreudeur evel servijerien hag e bourvezet em eus a winizh hag a win. Ha petra a rafen eta evidout, va mab?
hag e lakaas gwarnizonoù en Edom. Dre-holl en Edom e lakaas gwarnizonoù, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.
Rak ar roue en doa war vor listri Tarsiz gant listri Hiram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro listri Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned.
Evel-se ez eas roue Israel, roue Juda ha roue Edom, hag e kerzhjont e-pad seizh devezh. Met an dour a vankas evit ar c'hamp hag evit al loened a yae war o lerc'h.
Hag, o vezañ kemeret kuzul digant ar bobl, e lakaas kanerien d'an AOTROU evit meuliñ e veurded santel; o kerzhout dirak an arme, e lavarent: Meulit an AOTROU, rak e drugarez a bad da viken!
Met un den a Zoue a zeuas d'e gavout hag a lavaras: O roue! Ra ne gerzho ket ganit arme Israel, rak n'emañ ket an AOTROU gant Israel, gant holl vibien Efraim-se.
Rak batimantoù ar roue a yae da Darsiz gant servijerien Huram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro batimantoù Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned.
Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.
Met Jonaz a savas evit tec'hout da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU. Diskenn a reas da Jafo, hag e kavas ul lestr a yae da Darsiz. Paeañ a reas e dreizh, hag ez eas enni evit mont ganto da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU.