Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 2:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Gouez e varvi dreist mar d'an deiz ma'z i kuit ha ma treuzi froud Kedron. Da wad a vo war da benn.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 2:37
13 Referencias Cruzadas  

David a lavaras dezhañ: Ra vo da wad war da benn, rak da c'henoù en deus testeniet a-enep dit o lavarout: Lakaet em eus d'ar marv olevad an AOTROU.


An holl vro a ouele gant kriadennoù bras, hag an holl bobl a dremene. Ar roue a dreuzas froud Kedron, hag an holl bobl a dremenas war-zu hent ar gouelec'h.


Ha zoken e lamas digant e vamm Maaka he lesanv a rouanez, dre m'he doa graet un idol evit Ashera. Asa a ziskaras hec'h idol, hag en devas e-kichen froud Kedron.


Ar roue a lavaras dezhañ: Gra evel m'en deus lavaret, sko warnañ ha sebeilh anezhañ, hag e lami diwarnon ha diwar ti va zad ar gwad en deus Joab skuilhet hep abeg.


Hag o gwad a gouezho war benn Joab ha war benn e lignez da viken, met peoc'h a vo da viken a-berzh an AOTROU evit David, evit e lignez, evit e di hag evit e dron.


Shimei a respontas d'ar roue: Ar gomz-se a zo mat; da servijer a raio kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Evel-se e chomas Shimei e Jeruzalem e-pad pell.


Kas a reas an Ashera er-maez eus ti an AOTROU, hag er-maez eus Jeruzalem betek froud Kedron, hag he devas e-kichen froud Kedron, hag he lakaas e poultr, hag e taolas ar poultr-se war vezioù mibien ar bobl.


An aberzhourien a yeas e-barzh ti an AOTROU evit e c'hlanaat, hag e tougjont er-maez, war leurenn ti an AOTROU, an holl traoù dic'hlan a gavjont e templ an AOTROU. Hag al Levited a zegemeras anezho evit o c'has er froud Kedron.


Hag holl draonienn ar c'horfoù marv hag al ludu, hag an holl barkeier betek ar froud Kedron, betek korn dor ar C'hezeg war-zu ar sav-heol, a vo santel d'an AOTROU, ha ne vo biken diskaret na distrujet.


ma prest gant kampi, ma kemer en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, daoust hag e vevo? Ne vevo ket. Ober a ra an holl euzhusterioù-se, a-dra-sur e varvo, hag e wad a vo warnañ.


Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv; milliget en devo e dad pe e vamm, e wad a vo warnañ.


Goude m’en doe lavaret an traoù-mañ, Jezuz a yeas kuit gant e ziskibien en tu all d’ar froud Kedron, e-lec’h ma oa ul liorzh hag a antreas enni, eñ hag e ziskibien.


Mard a unan bennak anezho er-maez eus dorojoù da di, e wad a vo war e benn ha ni a vo didamall, met evit ar re a vo ganit en ti, o gwad a vo war hor penn mar befe lakaet an dorn war unan bennak anezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos