Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 2:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Ar c'heloù-mañ a zeuas betek Joab. Joab a oa en em savet evit heuliañ Adonija, petra bennak ma ne oa ket en em savet evit heuliañ Absalom. Joab a dec'has e teltenn an AOTROU hag a grogas e kerniel an aoter.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 2:28
8 Referencias Cruzadas  

Absalom a lakaas Amasa da benn an arme e-lec'h Joab. Amasa a oa mab d'un den anvet Jitra an Israelad, a oa aet da gavout Abigail merc'h Nakash, c'hoar Zeruja, mamm Joab.


David a gasas ar bobl, un drederenn dindan dorn Joab, un drederenn dindan dorn Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag un drederenn dindan dorn Ittai eus Gad. Hag ar roue a lavaras d'ar bobl: Me ivez a fell din mont ganeoc'h.


Adonija en doe aon rak Salomon, a savas hag a yeas, hag e krogas e kerniel an aoter.


Hag en em guzulias gant Joab mab Zeruja ha gant an aberzhour Abiatar; ar re-mañ a sikouras hag a heulias Adonija.


Met mard eo unan bennak en em savet a-enep e nesañ evit e lazhañ dre douellerezh, e tapi anezhañ, diouzh va aoter zoken, evit ma vo lakaet d'ar marv.


Ober a ri ouzh he fevar c'horn kerniel a zeuio er-maez eus an aoter, hag o goloi gant arem.


Din-me eo ar veñjañs ha me a rento, pa vrañsello o zroad! Rak deiz o foanioù a zo tost, hag hastañ a ra an traoù a dle c'hoarvezout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos