Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 16:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Kerzhout a reas en holl hentoù Jeroboam mab Nebad, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel dre o zraoù aner.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 16:26
18 Referencias Cruzadas  

en abeg da holl bec'hedoù Baesha ha da bec'hedoù Ela e vab, o deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel dre o zraoù aner.


en abeg d'ar pec'hedoù en doa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout en hent Jeroboam, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Savet em eus ac'hanout eus ar poultr, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel, met kerzhet ec'h eus en hent Jeroboam, ha lakaet ec'h eus va fobl Israel da bec'hiñ, o kounnariñ ac'hanon dre o fec'hedoù.


Diwar-benn nemorant oberoù Omri, kement a reas hag e gurioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?


Dre ar profed Jehu mab Hanani, komz an AOTROU a voe disklêriet a-enep Baesha hag a-enep e di, en abeg d'an holl zroug en doa graet dirak daoulagad an AOTROU, o kounnariñ anezhañ dre oberoù e zaouarn hag o tont heñvel ouzh ti Jeroboam, hag ivez dre m'en doa e zistrujet.


Lakaat a ran va spered etre da zaouarn, va dasprenet ec'h eus, o AOTROU, Doue a wirionez!


Rak gizioù ar broadoù n'int nemet mogidelloù. Troc'het eo ur wezenn er goadeg, dorn ar micherour he labour gant ur vouc'hal,


Holl int a-gevret fall ha diboell. Ar c'hoad ne gelenn nemet mogidelloù.


E-touez idoloù aner ar broadoù, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c'hellfe an neñvoù reiñ glav munut? Ha n'eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac'hanout, rak te eo a ra an holl draoù-se.


AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.


Met va fobl he deus va ankounac'haet, kinniget he deus ezañs d'an avel, derenet int bet da strebotiñ en o hentoù ha da guitaat ar gwenodennoù kozh, evit kerzhout war wenodennoù un hent diverk,


Setu mouezh merc'h va fobl, o krial eus ur vro bell: Ha n'emañ ken an AOTROU e Sion? Ha n'emañ ken he roue en he c'hreiz? Perak o deus va imoret gant o skeudennoù kizellet, gant mogidelloù an diavaezidi?


Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.


O tud, perak e rit kement-se? N’omp nemet tud dalc’het d’an hevelep poanioù eveldoc’h. Prezeg a reomp deoc’h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m’en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.


Lakaet o deus ac'hanon da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket Doue, lakaet o deus droug da sevel ennon dre o zraoù aner, me o lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel enno dre ur vroad diskiant,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos