Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 15:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Lakaat a reas e ti an AOTROU an traoù a oa bet santelaet gant e dad hag ar pezh en doa santelaet e-unan, arc'hant, aour ha listri.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 15:15
5 Referencias Cruzadas  

Asa a gemeras an holl arc'hant hag aour chomet e teñzorioù ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag a roas anezho d'e servijerien. Hag ar roue Asa o c'hasas da Ven-Hadad mab Tabrimon, mab Hezjon, roue Siria a oa o chom e Damask, en ur lavarout:


Evel-se e voe echuet an holl labour a reas ar roue Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, e tegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teñzorioù ti an AOTROU.


Asa hag ar bobl a oa gantañ a redas war o lerc'h betek Gerar, hag e kouezhas kement a Etiopiz ken ne c'helljont ket saveteiñ o buhez. Rak brevet e oant bet dirak an AOTROU hag e arme, hag e voe dezouget ur breizhenn vras.


Lakaat a reas e ti Doue an traoù a oa bet santelaet gant e dad hag ar pezh en doa santelaet e-unan, arc'hant, aour ha listri.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos