Hag e lakain da di evel ti Jeroboam mab Nebad hag evel ti Baesha mab Akija, en abeg da'z fallentez, ac'h eus va c'hounnaret drezi ha lakaet Israel da bec'hiñ.
Met Jehu ne lakaas ket evezh da gerzhout eus kreiz e galon e lezenn an AOTROU Doue Israel, ha ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.
Israel a oa en em zistaget diouzh ti David, ha lakaet en doa da roue Jeroboam mab Nebad. Jeroboam en doa pellaet Israel diouzh hent an AOTROU, hag en doa lakaet anezho d'ober ur pec'hed bras.
Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!