Hag hi a lavaras: Me az ped m'en devo ar roue soñj eus an AOTROU e Zoue, evit na vo ket kresket gant ar veñjer-gwad an distruj, ha na vo ket lazhet va mab. Hag e respontas: An AOTROU a zo bev! Ne gouezho ket d'an douar ur vlevenn eus da vab.
Hag e voe dezrevellet-se da Salomon o lavarout: Setu, Adonija en deus aon rak ar roue Salomon, ha setu, en deus kroget e kerniel an aoter, en ur lavarout: Ra douo ar roue Salomon din hiziv na raio ket mervel e servijer dre ar c'hleze.
Met ar bobl a lavaras da Saül: Hag e varvfe Jonatan, eñ hag en deus roet un dieubidigezh ken bras da Israel? Ne c'hell ket bezañ! An AOTROU a zo bev! Ne gouezho d'an douar blevenn ebet eus e benn, rak gant Doue eo en deus graet-se hiziv. Ar bobl a zieubas Jonatan ha ne varvas ket.