Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 1:50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

50 Adonija en doe aon rak Salomon, a savas hag a yeas, hag e krogas e kerniel an aoter.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 1:50
9 Referencias Cruzadas  

Neuze an holl re bedet a oa gant Adonija a voe spontet, hag e savjont, ha pep hini anezho a yeas d'e du.


Hag e voe dezrevellet-se da Salomon o lavarout: Setu, Adonija en deus aon rak ar roue Salomon, ha setu, en deus kroget e kerniel an aoter, en ur lavarout: Ra douo ar roue Salomon din hiziv na raio ket mervel e servijer dre ar c'hleze.


Ar c'heloù-mañ a zeuas betek Joab. Joab a oa en em savet evit heuliañ Adonija, petra bennak ma ne oa ket en em savet evit heuliañ Absalom. Joab a dec'has e teltenn an AOTROU hag a grogas e kerniel an aoter.


An AOTROU eo Doue hag en deus hor sklêrijennet. Liammit gant kerdin loen an aberzh, degasit anezhañ betek kerniel an aoter.


Met mard eo unan bennak en em savet a-enep e nesañ evit e lazhañ dre douellerezh, e tapi anezhañ, diouzh va aoter zoken, evit ma vo lakaet d'ar marv.


Ober a ri ouzh he fevar c'horn kerniel a zeuio er-maez eus an aoter, hag o goloi gant arem.


Aaron a raio dic'haou war gerniel an aoter, ur wech ar bloaz. Gant gwad an aberzh-dic'haouiñ evit ar pec'hed, e vo graet dic'haou eno ur wech ar bloaz a rummadoù da rummadoù. Kement-se a vo un dra santel-meurbet d'an AOTROU .


Ober a reas ouzh he fevar c'horn kerniel a zeue er-maez eus an aoter, hag o goloas gant arem.


Krec'h an oaled en deus pevar ilinad, ha diouzh an oaled e sav pevar c'horn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos