Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 1:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

44 Ar roue en deus kaset evit mont gantañ an aberzhour Zadok, ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, o deus graet dezhañ pignat war vulez ar roue.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 1:44
10 Referencias Cruzadas  

Setu amañ mibien Zibeon: Aya hag Ana. Ana eo an hini a gavas ar mammennoù tomm er gouelec'h e-pad ma vesae ezen Zibeon e dad.


Evel-se tud Joab a yeas war e lerc'h, gant ar Geretiz hag ar Beletiz, hag an holl dud kadarn. Mont a rejont eus Jeruzalem evit redek war-lerc'h Sheba mab Bikri.


Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa e gentañ ofiserien.


Ar roue a lavaras dezho: Kemerit ganeoc'h servijerien hoc'h aotrou, lakait Salomon va mab war va mulez, ha diskennit anezhañ da C'hihon.


Jonatan a respontas da Adonija o lavarout: Ya, hon aotrou ar roue David en deus lakaet Salomon da roue.


An aberzhour Zadok hag ar profed Natan o deus olevet anezhañ da roue e Gihon. Adpignet o deus alese gant levenez, hag holl gêr a oa fromet. Setu an trouz hoc'h eus klevet.


Pa voe staliet David en e di, e lavaras da Natan ar profed: Setu emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h emglev an AOTROU a zo dindan pallinier.


Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa ar re gentañ e-kichen ar roue.


Akitub a voe tad da Zadok. Zadok a voe tad da Akimaaz.


Argadet hon eus e kreisteiz ar Geretiz, war zouaroù Juda hag e kreisteiz Kaleb, ha devet hon eus Ziklag dre an tan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos