Evel ma komze c'hoazh, setu, Jonatan mab an aberzhour Abiatar a erruas. Adonija a lavaras dezhañ: Deus, rak un den kalonek ez out, degas a rez keloù mat.
Ar roue en deus kaset evit mont gantañ an aberzhour Zadok, ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, o deus graet dezhañ pignat war vulez ar roue.