1 Rouaned 1:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
42 Evel ma komze c'hoazh, setu, Jonatan mab an aberzhour Abiatar a erruas. Adonija a lavaras dezhañ: Deus, rak un den kalonek ez out, degas a rez keloù mat.
Ar roue a lavaras c'hoazh d'an aberzhour Zadok: Gwelout a rez? Distro e peoc'h e kêr, gant Akimaaz da vab ha Jonatan mab Abiatar, ho taou vab ganeoc'h.
Jonatan hag Akimaaz en em zalc'he en En-Rogel, hag ur vatezh a zeuas da lavarout dezho mont da gomz ouzh ar roue David. Rak eno ne c'hellent ket en em ziskouez en ur vont e kêr.
Ar gedour a lavaras: Seblantout a ra din, o welout an hini kentañ o redek, e red evel Akimaaz mab Zadok. Ar roue a lavaras: Un den mat eo, dont a ra gant keloù mat.
Adonija hag an holl re bedet a oa gantañ a glevas, evel ma paouezent da zebriñ. Joab, o klevout son ar shofar, a lavaras: Perak an trouz tousmac'hus-se eus kêr?
Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiñ Jezabel da vamm, gant he strobinelloù e niver ken bras?