Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 1:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Benaja mab Jehojada a respontas d'ar roue o lavarout: Amen! Ra c'hourc'hemenno evel-se an AOTROU, Doue ar roue va aotrou.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 1:36
16 Referencias Cruzadas  

Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa e gentañ ofiserien.


Hag e pignot war e lerc'h, hag e teuio, hag ec'h azezo war va zron, hag e reno em lec'h. Rak evel-se em eus gourc'hemennet e vo rener Israel ha Juda.


Evel m'eo bet an AOTROU gant ar roue va aotrou, evel-se ra vo gant Salomon, ha ra uhelaio e dron muioc'h eget tron ar roue David va aotrou.


Ra blijo ganit bremañ bennigañ ti da servijer, evit ma vo da viken dirazout! Rak ar pezh a vennigez, AOTROU , a zo benniget da viken.


Lavarout a reas: Karout a rin ac'hanout, o AOTROU, va nerzh!


Salm David, pa oa e gouelec'h Juda.


Benniget ra vo da viken e anv glorius, ra vo an douar holl leuniet gant e c'hloar! Amen! Amen!


Komzet ez poa gwechall da'z karet-mat en ur weledigezh, o lavarout: Roet em eus sikour d'un den kadarn, savet em eus a-douez ar bobl un den nerzhus,


lakaat a rin e zorn war ar mor, hag e du dehou war ar stêrioù.


hag e sevenin al le am eus touet d'ho tadoù, reiñ dezho ur vro a zever gant laezh ha mel, evel ma welit hiziv. Hag e respontis hag e lavaris: Amen, o AOTROU!


Ar profed Jeremiaz a lavaras: Amen! Ra vo graet evel-se gant an AOTROU! Ra seveno an AOTROU da gomzoù ac'h eus profedet, ha ra lakaio da zont en-dro eus Babilon d'al lec'h-mañ traoù ti an AOTROU hag an holl harluidi.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Anez, mar bennigez er spered, penaos e c’hello an hini a zo e renk ar selaouerien eeun respont: Amen, da’z pedenn a drugarez, pa ne oar ket petra a lavarez?


Mar sav unan bennak evit da drubuilhañ hag evit klask da vuhez, ene va aotrou a vo staget ouzh torkad ar vuhez e-kichen an AOTROU da Zoue. Ha teurel a raio pell, evel gant ur vatalm, ene da enebourien.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos