Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c’halloudek, n’en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn nag eus ar pezh ho po da lavarout,
Respontet em eus dezho n’eo ket giz ar Romaned lakaat un den d’ar marv a-raok m’en defe an hini tamallet bet dirak e damallerien ha m’en defe bet al librentez d’en em zifenn eus ar pezh ma’z eo bet tamallet.
Setu perak e skrivan an traoù-mañ o vezañ ezvezant, evit pa vin bezant, na’m bo ket da vezañ garv ganeoc’h, hervez ar galloud en deus an Aotrou roet din evit kenteliañ ha nann evit distrujañ.
En em eveshait hoc’h-unan da welout hag emaoc’h er feiz, en em amprouit hoc’h-unan. Ha n’anavezit ket hoc’h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc’h? Nemet e vefec’h marteze diveulet.
Reizh eo em befe ar menozioù-se ac’hanoc’h holl, rak me am eus ac’hanoc’h holl em c’halon, c’hwi kenlodeien ganin er c’hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ.