10 Mab Jediael a voe: Bilhan. Mibien Bilhan a voe: Jeush, Benjamin, Ehud, Kenaana, Zetan, Tarsiz, Akishakar,
Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ.
an holl re-se a voe mibien Jediael, pennoù tiez o zadoù, brezelourien galonek, hag e oant seitek mil daou c'hant o vont d'an arme evit ar brezel.
merket el lignezouriezh hervez o rummadoù, evel pennoù tiez o zadoù, brezelourien galonek, e oant ugent mil daou c'hant.
Ar re-se a oa mibien Ehud; ar re-se a oa pennoù tadoù tud Geba, hag e voent treuzdouget da Vanahad: