Hag Ozea mab Ela a iriennas a-enep Pekak mab Remalia, a skoas warnañ, hag en lazhas. Dont a reas da roue en e lec'h en ugentvet bloaz eus Jotam mab Ozia.
Met an AOTROU a skoas war ar roue a voe lovr betek deiz e varv, hag e chomas en un ti en distro. Ha Jotam mab ar roue a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro.