3 eus mibien Perez e oa, ha penn holl gabitened an arme er miz kentañ.
Met evel ma tenne e zorn, setu, e vreur a zeuas er-maez. Hi a lavaras: Pebezh freuz ac'h eus graet! Hag e voe anvet Perez.
War ar gevrenn gentañ, evit ar miz kentañ, e oa Jashobeam mab Zabdiel; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent;
War gevrenn an eil miz e oa Dodai an Akokiad; Miklod a oa ivez ur rener eus e gevrenn; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.
Banniel kamp mibien Juda a yeas kuit da gentañ gant e strolladoù. Nahashon mab Aminadab a rene strollad Juda,
Mibien Juda hervez o ziegezhioù: Shela ha tiegezh ar Shelaniz, Perez ha tiegezh ar Bereziz, Zerak ha tiegezh ar Zerakiz.
An hini a ginnigas e brof d'an deiz kentañ a voe Nahashon mab Aminadab, eus meuriad Juda.