Setu amañ anvioù tud kadarn a oa gant David: Josheb-Basshebed an Takmonad a oa penn ar vrezelourien wellañ. Eñ eo an hini a savas e c'hoaf war eizh kant den, a lakaas da vervel en ur wech.
Setu eta niver an dud kadarn a oa gant David: Jashobeam mab Hakmoni, penn an ofiserien. Sevel a reas e c'hoaf war dri c'hant den, a lakaas da vervel en ur wech hepken.
Mibien Israel hervez o niveradur, pennoù-tadoù, pennoù a vilieroù hag a gantoù, hag o ofiserien a oa e servij ar roue evit kement a selle ouzh ar c'hevrennoù, ar re a zeue e-barzh hag ar re a yae kuit, miz goude miz e-pad holl mizioù ar bloaz, pep kevrenn o vezañ pevar mil den warn-ugent.