Tu ar sav-heol a zo kouezhet gant Shelemia dre ar sord. Tennañ a rejont d'ar sord evit Zakaria e vab, a oa ur c'huzulier fur, hag eo kouezhet gantañ tu an hanternoz dre ar sord.
An holl re-se a oa eus mibien Obed-Edom. Int, o mibien hag o breudeur a oa tud kadarn, leun a nerzh evit ar servij; bez' e oant daou ha tri-ugent eus Obed-Edom.