Al Levited hag holl Juda a reas kement en doa gourc'hemennet an aberzhour Jehojada. Kemer a rejont pep hini o zud, kenkoulz ar re a yae e-barzh d'an deiz sabad, hag ar re a yae er-maez d'an deiz sabad, rak an aberzhour Jehojada n'en doa ket kaset kuit ar c'hevrennoù.
Ezekias a adlakaas kevrennoù an aberzhourien hag al Levited, hervez o c'hevrennoù, o c'hargoù, ken an aberzhourien hag al Levited, evit al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, evit ober ar servij, evit trugarekaat ha meuliñ ouzh dorojoù kamp an AOTROU.
Lakaat a reas, hervez urzh David, kevrennoù an aberzhourien hervez o servijoù, hag al Levited hervez o c'hargoù, evit meuliñ hag evit servijañ dirak an aberzhourien, hervez ar servij pemdeziek, hag ar borzhierien hervez o c'hevrennoù, ouzh pep dor; rak evel-se en doa gourc'hemennet David, den Doue.
Laka da dostaat ouzhit, a-douez mibien Israel, Aaron da vreur gant e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien: Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron.
Nadab hag Abihu a varvas dirak an AOTROU pa ginnigjont un tan estren dirak an AOTROU e gouelec'h Sinai; n'o doa ket a vibien. Eleazar hag Itamar a servijas evel aberzhourien gant Aaron o zad.