Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: En deizioù-se, dek den a-douez holl yezhoù ar broadoù a grogo e pleg toneg ur yuzev en ur lavarout: Ni a yelo ganeoc'h, rak anavezet hon eus emañ Doue ganeoc'h.
An ael o vezañ aet el lec’h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te hag a zo bet resevet en gras. An Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez.
Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhañ. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon.