ha ganto, o breudeur evit an eil renk, Zakaria, Ben, Jaaziel, Shemiramod, Jehiel, Unni, Eliab, Benaja, Maaseja, Matitia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom, Jeiel, ar borzhierien.
Shebania, Jozafad, Netanael, Amasai, Zakaria, Benaja hag Eliezer, aberzhourien, a sone gant an trompilhoù dirak arc'h Doue. Obed-Edom ha Jekija a oa porzhierien evit an arc'h.
Azaf ar penn, Zakaria an eil, Jeiel, Shemiramod, Jehiel, Matitia, Eliab, Beneja, Obed-Edom, Jeiel. Ganto e oa binvioù, lourennoù ha telennoù, hag Azaf a sone gant simbalennoù.
Setu, Doue hag e aberzhourien a zo ganeomp, en hor penn, hag o deus ganto an trompilhoù tregernus, evit tregerniñ a-enep deoc'h. Mibien Israel, na stourmit ket a-enep an AOTROU, Doue ho tadoù, rak ne reot ket berzh.