ha ganto, o breudeur evit an eil renk, Zakaria, Ben, Jaaziel, Shemiramod, Jehiel, Unni, Eliab, Benaja, Maaseja, Matitia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom, Jeiel, ar borzhierien.
Azaf ar penn, Zakaria an eil, Jeiel, Shemiramod, Jehiel, Matitia, Eliab, Beneja, Obed-Edom, Jeiel. Ganto e oa binvioù, lourennoù ha telennoù, hag Azaf a sone gant simbalennoù.
An holl re-se a oa eus mibien Obed-Edom. Int, o mibien hag o breudeur a oa tud kadarn, leun a nerzh evit ar servij; bez' e oant daou ha tri-ugent eus Obed-Edom.