Goude hemañ e oa Eleazar mab Dodo an Akokiad, unan eus an tri den kadarn a oa gant David pa vezhekajont ar Filistined dastumet eno evit an emgann, ha ma en em denne re Israel war an uhelennoù.
Hag e lavaras: Ra viro ouzhin Doue d'ober an dra-se. Hag evañ a rafen gwad an dud-se a zo aet war var o buhez? Rak e zegaset o deus war var o buhez. Ha ne fellas ket dezhañ evañ anezhañ. Setu ar pezh a reas an tri den kadarn-se.