1 Danevelloù 10:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
7 Holl dud Israel eus an draonienn, o welout e tec'hed hag e oa marvet Saül hag e vibien, a zilezas o c'hêrioù hag a dec'has. Hag ar Filistined a zeuas da chom enno.
Ar re ac’hanoc’h a chomo bev, e tiekain o c’halonoù e broioù o enebourien; trouz un delienn hejet o argaso, tec’hout a raint evel ma tec’her dirak ar c’hleze hag e kouezhint hep den o redek war o lerc’h;
Tud Israel a welas e oant en ur blegenn fall, rak ar bobl a oa spouronet. Ar bobl en em guzhas er c'hevioù, er bodennoù, e-touez ar reier, el lec'hioù kreñv hag er puñsoù.
Re Israel a oa en tu all d'an draonienn hag en tu all d'ar Jordan, o welout e tec'he tud Israel hag e oa marvet Saül hag e vibien, a zilezas o c'hêrioù hag a dec'has. Hag ar Filistined a zeuas da chom enno.