Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Danevelloù 10:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Neuze Saül a lavaras d'an hini a zouge e armoù: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc'hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoù ne fellas ket dezhañ, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Danevelloù 10:4
19 Referencias Cruzadas  

N'it ket d'henn lavarout e Gad, n'henn disklêriit ket war leur-gêr Askelon, gant aon na vefe laouen merc'hed ar Filistined, gant aon na dridfe merc'hed an diamdroc'hidi.


An den yaouank a gelaoue anezhañ a respontas: En em gavout a raen dre zarvoud war venez Gilboa, ha setu Saül en em harpe war e c'hoaf, ha setu ar c'hirri hag ar varc'hegerien a oa tost d'e dapout.


Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.


Ha pa welas Zimri e oa tapet kêr, ez eas el lec'h uhelañ eus ti ar roue hag e tevas warnañ ti ar roue, hag e varvas,


Nerzh an emgann a gouezhas war Saül. Ar waregerien a dizhas anezhañ, hag e voe gloazet gant ar waregerien.


Hag an hini a zouge e armoù, o welout e oa marvet Saül, en em daolas, eñ ivez, war e gleze hag a varvas.


Hemañ o vezañ prenet ur park gant gopr an torfed, a zo kouezhet d’an traoñ, freuzet eo bet dre greiz e gorf hag e holl vouzelloù a zo en em stlabezet.


Ar bac’her, o vezañ dihunet hag o welout dorojoù ar prizon digor, a dennas e gleze hag a oa o vont d’en em lazhañ, o krediñ e oa aet ar brizonidi kuit.


Ur sec'hed ruz en doa, hag e krias d'an AOTROU o lavarout: Roet ec'h eus da'z servijer an dieubidigezh vras-se, ha bremañ e varvfen gant ar sec'hed, hag e kouezhfen etre daouarn an diamdroc'hidi?


Ar Filistined a grogas ennañ, hag e toulljont e zaoulagad, hag e tiskennjont anezhañ da C'haza; ereet e voe gant chadennoù arem. Treiñ a rae ar maen-milin en toull-bac'h.


Gervel a reas diouzhtu an den yaouank a zouge e armoù, hag e lavaras dezhañ: Tenn da gleze ha va lazh, gant aon na vefe lavaret ac'hanon: Ur vaouez he deus e lazhet. An den yaouank a doullas anezhañ, hag e varvas.


Jonatan a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus, tremenomp betek gwarded an diamdroc'hidi-se, marteze e labouro an AOTROU evidomp, rak netra ne harzo an AOTROU da zieubiñ gant kalz pe gant nebeut a dud.


David a gomzas gant an dud a oa gantañ hag a lavaras: Petra vo graet d'an den a lazho ar Filistin-se hag a lamo an dismegañs diwar Israel? Rak piv eo ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, evit dismegañsiñ armeoù an Doue bev?


Da servijer en deus lazhet hag al leon hag an arzh, hag ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, a vo evel unan anezho, rak dismegañset en deus armeoù an Doue bev.


Neuze Saül a lavaras d'an hini a zouge e armoù: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc'hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoù ne fellas ket dezhañ, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos