Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Danevelloù 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Mibien Javan a voe: Elisha, Tarsisa, Kitim, Rodanim.

Ver Capítulo Copiar




1 Danevelloù 1:7
12 Referencias Cruzadas  

Mibien Javan: Elisha, Tarsiz, Kitim ha Dodanim.


Mibien Gomer a voe: Ashkenaz, Difad, Togarma.


Mibien Cham a voe: Kush, Mizraim, Pud, Kanaan.


Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.


Diougan diwar-benn Tir. Huanadit, listri Tarsiz, rak distrujet eo! Ken a diez! Den ne zeuio ken enni! Deuet eo ar c'heloù eus bro Gitim.


ha lavaret en deus: Ne gendalc'hi ken da laouenaat, o merc'h Sidon, gwerc'hez dizenoret! Sav, kae da Gitim, hag aze zoken ne vo diskuizh ebet evidout.


Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.


Tremenit da inizi Kitim ha gwelit! Kasit unan bennak da Gedar hag eveshait mat! Gwelit hag ez eus bet graet un hevelep tra!


graet o deus da roeñvoù gant derv eus Basan, ha da c'horre-bourzh gant olifant sterniet e beuz eus inizi Kittim.


Lin fin eus an Ejipt gant broderezh en deus servijet dit da ouelioù ha da vanniel, gwisket ec'h eus dilhad limestra ha tane eus inizi Elisha.


Listri Kitim a zeuio a-enep dezhañ, hag e vo digalonekaet, hag e tistroio, hag e fuloro a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio, hag en em glevo gant ar re a zilez an emglev santel.


Listri a zeuio eus aod Kitim, int a izelaio Ashur, int a izelaio an Hebre, hag eñ ivez a yelo da goll.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos