Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Romaned 8:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Rag ar pez a oa impossubl d’al lezen, abalamour ma oa rentet di‐c’halloud dre ar c’hig, Doue hen deuz hen great: o tigas he Vab he‐unan en eur c’hig henvel ouz hini ar pec’hed; hag evit ar pec’hed, hen deuz condaonet ar pec’hed er c’hig;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,

Ver Capítulo Copiar




Romaned 8:3
28 Referencias Cruzadas  

Crucifia a rejont daou laer assambles ganthan, unan a‐zeo, hag egile a‐gleiz dezhan.


Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


Gervel a rejont eta evit an eil gwech an den a oa bet dall, hag e leverjont dezhan: Rent gloar da Zoue, ni a oar penaos an den‐ze a zo eur pec’her.


ha penaos eo dreizhan eo justifiet ar re holl a gred, euz an holl draou a bere n’hoc’h euz ket gallet beza justifiet dre lezen Moises.


Rag den e‐bed na vezo justifiet dirazhan dre oberou al lezen; rag dre al lezen eo e teu an anaoudegez euz ar pec’hed.


o c’houzoud an dra‐man, penaos hon den koz a zo bet crucifiet assambles ganthan, evit ma vezo distrujet corf ar pec’hed, hag evit na vezimp mui servicherien ar pec’hed.


Rag gouzoud a ran penaos ar mad na choum ket enoun, da lavaret eo, em c’hig, rag bolontez em euz da ober ar pez a zo mad; mes ne deuan ket a‐ben d’hen ober.


Hen, pehini n’hen deuz ket espernet he Vab he‐unan, mes hen deuz livret anezhan evidomp‐ni holl, penaos na roi‐hen ket ive deomp pep tra assambles ganthan?


Rag karoud a rajen beza va‐unan milliget, pell diouz ar C’hrist, evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig;


Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp‐ni da veza just euz a justis Doue enhan.


Ar C’hrist hen deuz hor prenet euz a valloz al lezen, o veza bet great malloz evidomp; (rag scrivet eo: Milliget eo kement hini a zo staget ouz ar c’hoat);


Daoust hag al lezen eta a zo a‐enep promessaou Doue? E nep doare; rag ma vije bet roet eul lezen hag a hellje rei ar vuez, a‐dra‐zur ar justis a deuje euz al lezen.


mes en em divisket eo bet heunan, en eur gemer doare eur servicher, o tond da veza henvel ouz an dud;


mes he‐man, o veza offret eur sacrifis hep‐ken evit ar pec’hejou, a zo azezet da viken en tu deo da Zoue,


Rag, dre eun offrans hep‐ken hen deuz rentet parfet da viken ar re a zo santifiet.


Pa’z eo gwir eta ar vugale ho deuz lod er c’hig hag er goad, hennes ive hen deuz bet lod enhe, evit gallout, dre ar maro, distruja an hini hen devoa ar galloud euz ar maro, da lavaret eo, an diaoul;


Dre‐ze eo bet red dezhan dond da veza henvel en pep tra ouz he vreudeur; evit ma vije eur beleg‐braz, leun a drugarez, ha fidel en traou a zell ouz Doue, da baea evit pec’hejou ar bobl.


Rag n’hon euz ket eur Beleg‐braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel‐domp‐ni, mes hep pec’hed.


hen pehini hen deuz douget hor pec’hejou en he gorf var ar groaz, evit ma teuimp, o veza maro d’ar pec’hed, da veva d’ar justis, ha dre c’houliou pehini ez oc’h bet pareet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos