Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Romaned 2:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Rag‐se, piou‐benag ez oud, O den, hag en em laka barner, n’euz escus e‐bed evidoud; rag en eur varn ar re‐all en em gondaonez da‐unan, pa’z eo gwir, te pehini a varn, a ra ive an traou a reont.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 2:1
20 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus a respontaz dezhan: O den, piou hen deuz lakeat ac’hanoun‐me da varner, pe da lodenner varnoc’h?


Hag he vestr a lavaraz dezhan: Servicher fall, dre da gomzou da‐unan eo e varnin ac’hanoud; te a ouie ez oun eun den garo, hag a gemer el leac’h ma n’em euz lakeat netra, hag a ved el leac’h ma n’em euz ket hadet;


Na varnit ket, ha na veot ket barnet; na gondaonit ket, ha na veot ket condaonet: pardonit, hag e veot pardonet;


Beza ec’h euz‐te ar feiz‐ze? dalc’h anezhi enoud da‐unan dirag Doue. Eürus an hini n’en em gondaon ket he‐unan er pez a gav mad.


Rag gouzoud a reomp penaos barnedigez Doue, a‐enep ar re a ra ar seurt trou‐ze, a zo hervez ar wirionez.


Ha te a sonj d’id, O den, pehini a varn ar re a ra ar seurt traou‐ze, hag ho gra da‐unan, e tec’hi diouz barn Doue?


Petra ’ta, a lavarfomp‐ni? ha gwelloc’h ez omp‐ni eged ar Jentiled? E nep doare; rag diskouezet hon euz dija penaos ema an holl, ar Judevien kerkoulz hag ar Greked, dindan ar pec’hed,


Mes kentoc’h, O den, piou oud‐de, evit disput ouz Doue? Daoust hag ar pod‐pri a lavaro d’an hini hen deuz great anezhan: Perag ec’h euz‐te va great evel‐hen?


Rag‐se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.


Rag ha te a oar, o greg, ha na helli ket salvi da bried? Pe c’hoas, te, o goaz, ha gouzoud a rezte ha na helli ket salvi da vreg?


Mes, O den ven! ha te a fell d’id gouzout penaos ar feiz heb an oberou a zo maro?


Breudeur, na zroug‐komzit ket an eil divarben egile. An hini a zroug‐komz divarben eur breur, hag a gondaon he vreur, a zroug‐komz divarben al lezen, hag a varn al lezen. Hogen mar barnez al lezen, ne zentez ket ouz al lezen, mes barna a rez anezhi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos