Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Romaned 1:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Rag n’em euz ket a vêz euz a Aviel ar C’hrist, rag galloud Doue eo evit silvidigez d’ar re holl a gred, d’ar Judeo da genta, ha d’ar Grek goude‐ze.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 1:16
38 Referencias Cruzadas  

Rag piou‐benag hen devezo bet mez ac’hanoun hag euz va c’homzou, e‐touez ar raç‐tud avoultr ha pec’her‐man, Mab an den hen devezo ive mez anezhan, pa zeui en gloar he Dad gant an elez santel.


Rag piou‐benag hen devezo mêz ouzin‐me hag ouz va c’homzou, Mab an den hen devezo mêz anezhan pa zeuio en he c’hloar he‐unan, hag en gloar an Tad hag an elez santel.


Ar Judevien eta a lavaraz etrezhe: Da be leac’h ez ai ma n’her c’havimp ket? Ha mond a rai etrezeg ar re a zo disperset e‐touez ar Greked, evit kelen ar Greked?


Evidoc’h‐hu da genta eo hen deuz Doue, o veza savet he Vab Jesus, hen digasset evit ho penniga, en eur denna pep hini ac’hanoc’h euz he fallentez.


Evel‐se eta, ar feiz a zeu euz ar pez a glever, hag ar pez a glever, a zeu euz a c’her Doue.


dre c’halloud ar miraclou hag ar burzudou; dre c’halloud ar Spered a Zoue; en hevelep doare ma em euz prezeget dreholl Aviel ar C’hrist, adaleg Jerusalem hag ar broiou trovar‐dro, beteg an Illyria.


Hogen, gouzoud a ran, pa zeuin d’ho kavoud, e teuin karget euz benedictionou Aviel ar C’hrist.


trubuil ha gwallenkrez da gement den a ra ar pez a zo fall; d’ar Judeo da genta, ha neuze d’ar Grek;


Hag e recevaz merk ar circoncision, evel eur siel euz ar justis hen doa bet dre ar feiz, pa oa c’hoas dicirconcis; evit ma vije tad d’ar re holl a gred, evithe da veza dicirconcis; ha ma teuje ho feiz da veza ive countet dezhe evit justis;


dre behini ive ez oc’h salvet, mar hen dalc’hit evel ma em euz hen prezeget deoc’h; anez ne dalfe netra deoc’h beza credet.


Rag n’em euz klasket anaoud tra e‐bed en ho touez, nemed Jesus‐Christ, ha Jesus‐Christ crucifiet.


Ha n’em euz ket impliet, en eur gomz hag en eur brezeg deoc’h, ar c’homzou eloquant euz a furnez ar bed, mes roet em euz preuvennou sclear euz ar spered hag euz ar galloud a Zoue;


Mar gra tud all usach euz ar galloud‐se varnoc’h, ha na dleomp‐ni ket hen ober kentoc’h egethe? Koulskoude n’omp ket en em zervichet euz ar galloud‐se, er c’hontrol, anduri a reomp pep tra, gant aoun na zeufe tra e‐bed da herzel ouz Aviel ar C’hrist.


Pe seurt recompans em euz‐me eta? Gallout, en eur brezeg an Aviel, etablissa Aviel ar C’hrist digoust da zen, ha tremen heb ober usach euz ar galloud em euz en Aviel.


Hogen, pa zeuiz da Droas, evit prezeg Aviel ar C’hrist, petra‐benag ma hen doa digoret an Aotrou eun nor d’in,


evit an dud difeiz, da bere doue ar bed‐man hen deuz dallet ho sperejou, gant aoun na vijent sclerijennet gant ar sclerijen euz Aviel glorius ar C’hrist, pehini eo imach Doue.


Glorifia a reont Doue, oc’h amprouv, dre ar zicour‐man, ho sentidigez e‐kenver Aviel ar C’hrist a zervichit, hag ar gwir galon‐vad a ziskouezit en ho c’henver, hag, e‐kenver an holl;


n’eo ket ma’z euz eun aviel all, mes beza ez euz tud hag a laka ac’hanoc’h e nec’hamant, hag a fell dezhe distrei var an tugin Aviel ar C’hrist.


Abalamour da gement‐man ive, e rentomp grasou da Zoue heb ehan, o veza, pa hoc’h euz recevet diganeomp Ger Doue pehini a brezegomp, ma hoc’h enz hen recevet, nann evel ger an dud, mes (evel ma’z eo en gwirionez) Ger Doue, pehini a labour gant nerz enoc’h‐c’houi pere a gred.


hervez Aviel glorius an Doue benniget, pehini a zo bet fiziet enoun‐me.


Abalamour da ze ive eo e souffran an traou‐man; koulskoude n’em euz ket a vêz, rag gouzoud a ran en piou em euz credet, hag em euz an assurans penaos, dre he c’halloud, e viro beteg an deiz‐ze ar pez em euz fiziet enhan.


Doue da rei trugarez da famill Oneziphor; rag alies hen deuz va c’honsolet, ha n’hen deuz ket bet a vêz euz va chadennou.


Dre‐ze, diwall da gaoud mêz euz a desteni hon Aotrou, nag ac’hanoun‐me, he brizonier; mes gouzanv assambles ganen evit an Aviel, dre ar galloud a Zoue,


Rag ger Doue a zo beo, ha nerzus, ha lemmoc’h eged kleze e‐bed lem euz an daou du, treuzi a ra beteg an disparti euz an ene hag euz ar spered, beteg ar juntrou ha mel an eskern, ha barna a ra ar sonjezonou hag ar c’hoantaennou kuzet euz ar galon.


Mes ma souffr evel christen, ne dle ket kaoud mêz, mes renta gloar da Zoue evit kement‐se.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos