Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 9:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag e tigassjont dezhan eur paralitic gourvezet var eur gwele; ha Jesus, o velet feiz an dud‐se, a lavaraz d’ar paralitic: Va mab, kemer courach, da bec’hejou a zo pardonet d’id.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec’hedoù a zo pardonet dit.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

2 Ino e oé bet disgasset dehou ur paralitiq astennet ar é hulé. Jesus é huéled ou fé, e laras d’er paralitiq: Me mab hou péet fé, hou péhedeu e zou distollet t’oh.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 9:2
32 Referencias Cruzadas  

Mes kerkent Jesus a gomzaz outhe, en eur lavaret: Ho pezet fizians; me eo, n’ho pezet ket a aoun.


Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall‐boan, hag ar re dalc’het gant an drouk‐spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic; hag hen a iac’hae anezhe.


pardon deomp hon pec’hejou, evel ma pardonomp ive d’ar re ho deuz hon offanset;


e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel.


Ha pa oe deuet an abardaez, e oe digasset dezhan kalz hag a oa dalc’het gant drouk‐sperejou, hag hen a gassaz kuit an drouk‐sperejou dre he c’her; hag a iac’heaz ive ar re holl a oa klanv;


Mes Jesus, o veza troet hag o sellet outhi, a lavaraz: Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet; hag ar vreg‐se a oe iac’heet adaleg an heur‐ze.


Rag pehini eo an ezeta, lavaret: Da bec’hejou a zo pardonet d’id; pe lavaret:


Sav, ha bale? Mes, evit ma ouezot hen deuz Mab an den ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou: Sav, emezhan neuze d’ar paralitic, doug da vele, ha kea d’az ti.


Diouz an abardaez, pa oe kuzet an heol, e tigasjont dezhan an holl dud klanv hag ar re bossedet gant drouk‐sperejou.


Ha Jesus, o choum en he za, a lavaraz gervel anezhan. Gervel a rejont eta an den dall, hag e leverjont dezhan: Kemer courach, sav, gervel a ra ac’hanoud.


Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h ha bez pare euz da glenved.


Rag holl e veljont anezhan, hag e oent spountet; mes kerkent hen a gomzaz outhe, hag a lavaraz dezhe: Ho pezet fizians, me eo; n’ho pezet ket aoun.


An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun; afflictionou ho pezo er bed; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.


ha n’hen doa ket ezom e vije rentet dezhan testeni divarben an den, rag he‐unan e ouie petra a oa ebarz an den.


Jesus a lavaraz dezhe: Bugale ha n’hoc’h euz‐hu netra da zebri? Int a respontaz dezhan: Nann.


He‐man a zelaoue Paol pehini, o veza arretet he zaou‐lagad varnezhan, hag o velet hen doa feiz evit beza iac’heet,


en hevelep doare ma lekeet var an dud klanv mouchouerou ha lienennou ho doa touchet ouz he gorf, hag e vijent pareet euz ho c’hlenvejou, hag an drouk‐sperejou a iea er meaz anezhe.


An noz varlerc’h, an Aotrou en em brezantaz da Baol, hag a lavaraz dezhan: Paol, kemer courach; rag, evel ma ec’h euz roet testeni ac’hanoun en Jerusalem, evel‐se eo red ive e rofez testeni e Rom.


N’eo ket an dra‐ze hep‐ken; mes en em c’hlorifia a reomp en Doue dre hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini hon euz recevet breman ar c’hras da veza unanet gant Doue.


Mes unan‐benag a lavaro: Te ec’h euz ar feiz, ha me em euz an oberou. Diskouez d’in da feiz dre da oberou, ha me a ziskouezo d’id va feiz dre va oberou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos