Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 8:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Rag‐se e lavaran deoc’h e teuio kalz euz ar Zao‐heol hag euz ar C’hus‐heol, hag ec’h azezint ouz taol gant Abraham, Isaac ha Jacob, en rouantelez an envou,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Evel-se e lavaran deoc’h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c’huzh-heol hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù gant Abraham, Izaak ha Jakob,

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

11 Ehué larein e ran d’oh, e tei hilleih ag er Sàüehiaul, hag ag er Huh‐hiaul, ag en devou léh é Ranteleah en Nean gued Abraham, Isaac, ha Jacob;

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 8:11
40 Referencias Cruzadas  

Respont a rejont dezhan: Lakaad a rai an dud fall‐ze da berissa en eur feçon e vezo eun druez ho gwelet, hag e feurmo he winien da labourerien all, pere a roio dezhan he frouez en ho amzer.


Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drompil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all.


En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.


e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel.


Eürus ar zervicherien‐ze a vezo kavet gant ho Aotrou, o veilla pa erruo er gear! E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a rai he c’houriz en‐dro dezhan, ober a rai dezhe azeza ouz taol, hag e teuio he‐unan d’ho zervicha.


Hogen digwezoud a reaz d’an den paour mervel, hag e oe douget gant an elez var galon Abraham; an den pinvidic a varvaz ive, hag e oe sebeliet.


Hag an holl dud fidel circonciset, a oa deuet gant Per, a oe souezet, o velet e oa skulliet ive var ar Jentiled an donezon euz ar Spered‐Santel;


Pa ho doe klevet an traou‐ze, e rojont peoc’h hag e c’hlorifijont Doue, en eur lavaret: Doue eta hen deuz roet ive d’ar Jentiled ar gonversion, evit m’ho devezo ar vuez.


o krenvaad eneou an diskibien, hag en eur exhorti anezhe da genderc’hel er feiz, hag o tiskouez dezhe ez eo dre galz a drubuliou ez eo red deomp antren en rouantelez Doue.


Ha pa oent erruet, ha pa ho doe assamblet an Iliz, e contjont kement hen doa Doue great dreizhe, ha penaos hen doa digoret d’ar Jentiled dor ar feiz.


Mes breman, ar C’hrist a zo resussitet a‐douez ar re varo, hag ez eo deuet da veza ar c’henta frouez euz ar re a zo maro.


Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos an dud injust n’ho devezo ket rouantelez Doue en heritach?


da lavaret eo, penaos ar Jentiled a zo ken‐heritourien, hag e reont eur c’horf hep‐ken, hag ho deuz lod en he bromessa er C’hrist dre an Aviel;


Aman n’euz na Grek na Judeo, na circonciset na dicirconcis, na Barbar, na Scythiad, nag esclav na den libr; mes ar C’hrist a zo holl en holl.


ar pez a zo eur breuven euz ar varnedigez just a Zoue, evit ma veot rentet dign euz a rouantelez Doue, evit pehini e c’houzanvit.


euz a dribu Ascer, daouzec mil merket; euz a dribu Nephthali, daouzec mil merket; euz a dribu Manasse, daouzec mil merket;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos