Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 7:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Hipocrit! lam da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos lemmel ar blouzen euz a lagad da vreur.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

5 Tud lan a gueùïér, tennet de quetan en treust a ziar hou lagad, ha nezé hui e huélou splan aveid lemel er blouzen a ziar er lagad hou prér.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 7:5
11 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus, oc’h anaoud ho fallagriez, a lavaraz: Hipocrited ma’z oc’h! perag e tentit‐hu ac’hanoun?


Ha perag e sellez‐te ouz ar blouzen e lagad da vreur, ha na velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan?


Pe c’hoas penaos e leverez‐te d’az preur: Lez ac’hanoun da lemmel ar blouzen euz da lagad, ha setu eun treust en da lagad da unan?


Na roit ket an traou zantel d’ar chass, ha na daolit ket ho perlez dirag ar moc’h, gant aoun na zeufent d’ho flastra dindan ho zreid, ha na zistrofent evit ho tiframma.


Hipocrited ma’z oc’h! gouzoud a rit anaoud diouz doare an oabl hag an douar; penaos eta ne anavezit‐hu ket an amzer‐man?


Mes an Aotrou a respontaz dezhan: Hipocrit ma’z oud, daoust ha pep hini ac’hanoc’h‐hu ne zistag ket he eujen pe he azen euz ho c’hraou, deiz ar sabbat, evit ho c’has d’an dour?


Hag hen a lavaraz dezhe: Hep mar c’houi a lavaro d’in ar proverb‐man: Medeusin, en em iac’ha da‐unan; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm.


Pe c’hoas, penaos ec’h hellez‐te lavaret d’az preur: Va breur, lez ac’hanoun da denna ar blouzen a zo en da lagad, ha te ne velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan? Hipocrit ma’z oud, tenn da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos tenna ar blouzen euz lagad da vreur.


Mes an drouk‐spered a respontaz dezhe: Anaoud a ran Jesus, ha gouzoud a ran piou eo Paol; mes c’houi piou oc’h‐hu?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos