Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 6:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Likit evez na rafac’h hoc’h aluzen dirag an dud, evit beza gwelet ganthe; anez n’ho pezo ket a recompans digant ho Tad pehini a zo en envou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Lakait evezh na rafec’h hoc’h aluzen dirak an dud evit bezañ gwelet ganto, anez n’ho po ket a c’hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

1 Dihoallet ne rehet hou alæzoneu dirag en dud, aveid bout guélet guet hai; pétremant n’hou pou quet nitra guet hou Tad péhani e zou én Nean.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 6:1
36 Referencias Cruzadas  

Rag Mab an den a zeuio en gloar he Dad gant he elez; ha neuze e rento da bep hini hervez he oberou.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: En em virit gant evez euz goell ar Farizianed hag ar Saduseed.


Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma serrit rouantelez an envou ouz an dud; na antreit ket ebarz hoc’h‐unan, ha na lezit ket da antren ar re a fell dezhe mond ebarz.


Hag ober a reont ho holl oberou evit beza gwelet gant an dud; rag ledan a reont ho phulacteriou, hag asten a reont franjou ho dillad;


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, dre ma hoc’h euz great kement‐se da unan euz ar re vihana‐man euz va breudeur, hoc’h euz hen great d’in‐me va‐unan.


Ra sclerio evel‐se ho sclerijen dirag an dud, evit ma velint ho mad‐oberou, ha ma c’hlorifiint ho Tad pehini a zo en envou.


Rag mar na garit nemed ar re ho kar, pe seurt recompans ho pezohu? Ar bublicaned ha na reont‐hi ket ive kement‐se?


Bezit eta parfet, evel ma’z eo parfet ho Tad pehini a zo en envou.


Ha c’hoas pa iunit, na rit ket eur min trist, evel an hipocrited; rag kemer a reont eur visach strujet fall, evit diskouez d’an dud e iunont. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans.


C’houi eta pedit evel‐hen: Hon Tad pehini a zo en envou, da hano bezet santitiet;


Hag e reaz outhe an difen‐man: Diwallit‐mad ouz goell ar Farizianed, hag ouz goell Herodes.


Diwall eta na vez tevalijen ar sclerijen a zo enoud.


En amzer‐ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien: Diwallit dreist‐holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi.


Neuze e lavaraz dezhe: Diwallit mad euz an avaristed; rag evit eun den da gaout kalz a vadou, n’hen deuz ket ar vuez dreizhe.


Hag hen a lavaraz dezhe: Evidoc’h‐hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud; mes Doue a anavez ho calonou; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue.


Rag gwelloc’h e oa ganthe ar gloar a zeu euz an dud, eged gloar Doue.


Penaos ec’h hellithu credi, pa dennit ho kloar an eil euz egile, ha na glaskit ket ar gloar a zeu euz a Zoue hep‐ken?


Mes Per, o velet kement‐se, a lavaraz d’ar bobl: Tud a Israel, perag oc’h‐hu souezet euz a gement‐man? pe perag ema ho taou‐lagad batet varnomp‐ni, evel pa vez dre hon galloud hon‐unan, pe dre hor zantelez hor bije roet da he‐man ar bale?


Kement holl hag a fell dezhe plijoud deoc’h, hervez ar c’hig, a laka ac’hanoc’h d’en em circoncisa, mes ne reont kement‐se, nemed evit gallout tec’hel ouz ar bersecution, abalamour da groaz ar C’hrist.


oc’h estimoud e oa dismegans ar C’hrist brassoc’h pinvidigez eged tenzoriou an Egypt, rag sellet a rea ouz ar recompans.


Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll.


Rag Doue n’ eo ket injust, evit ankounac’haad ho labour, hag an œuvr a garantez hoc’h euz diskouezet evit he hano, pa hoc’h euz sicouret ha pa zicourit ar Zent.


Likit evez ouzoc’h hoc’h‐unan, evit na gollimp ket ar frouez euz hon labour, mes ma recevimp eur recompans leun.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos