Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 20:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Rag rouantelez an envou a zo henvel ouz eur pentiegez hag a ieaz er meaz beure‐mad da c’hopra labourerien evit he winien.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c’hoprañ labourerien evit e winieg.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

1 Ranteleah en Nean e zou haval doh un pentiec péhani e yas a vitin mad d’hobér marhad guet gounidision a labourat é huiniêg.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 20:1
22 Referencias Cruzadas  

Eur barabolen all a broposaz dezhe, en eur lavaret: Rouantelez an envou a zo henvel ouz eun den pehini hen doa hadet had mad en he bark.


Eur barabolen all a broposaz dezhe, hag e lavaraz: Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur c’hreunen moutard kemeret gant eun den hag hadet ganthan en he bark;


Lavaret a reaz dezhe ar barabolen all man: Rouantelez an envou a zo henvel ouz ar goell kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzulat bleud, bete ma vefe goet holl.


Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eur roued taolet er mor, hag a zastum a bep seurt traou.


Hag o veza great marc’had gant al labourerien eun diner evit eun devez, e kassaz anezhe d’he winien.


Mes petra a sonjit‐hu deuz an dra‐man? Eun den hen doa daou vab, hag o vond etrezeg ar c’henta, e lavaraz dezhan: Va mab, kea da labourat hirio em gwinien.


Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur roue pehini a reaz eured he vab;


Jerusalem, Jerusalem, te, pehini a laka ar brofeted d’ar maro, hag a vein ar re a vez kasset d’id, na ped gwech n’em euz‐me ket c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iar he lapoused dindan he diou‐askel, ha n’eo ket bet fellet deoc’h.


Neuze rouantelez an envou a vezo henvel ouz deg gwerc’hez pere, o veza kemeret ho lampou, a ieaz er meaz da zialben ar pried.


Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond da eur vro bell, a c’halvaz he vevelien hag a lekeaz he vadou etre ho daouarn.


En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.


Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond en hent evit eur vro bell, a lez he di, a ro d’he vevelien ar gondu anezhan, a verk da bep hini he labour, hag a c’hourc’hemen d’ar porzier beza var evez.


Me eo ar gwir winien, ha va Zad eo ar gwinienour.


Rag‐se, va breudeur muia‐karet, choumit zounn, ha stard en ho sa, o labourat muioc’h‐mui en œuvr an Aotrou, o c’houzout penaos ho labour n’eo ket didalvoudus en Aotrou.


da renta ac’hanoc’h parfet en peb œuvr vad, ma reot he volontez, oc’h ober he‐unan enoc’h ar pez a zo agreabl dirazhan, dre Jesus‐Christ, da behini ar gloar da viken! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos