Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Marc 15:46 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

46 Ha Josef, o veza prenet eul linsel, a ziskennaz anezhan euz ar groaz, a lekeaz al linsel en‐dro dezhan, hag a lekeaz anezhan en eur bez a oa bet kleuzet er roc’h; hag e rulliaz eur mean ouz dor ar bez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

46 O vezañ prenet ul lienenn, en diskennas, e lakaas al lienenn-se en-dro dezhañ hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc’h. Neuze e ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 15:46
12 Referencias Cruzadas  

Ha setu eur c’hrennamant douar braz a oa bet, rag eun eal a‐berz an Aotrou a oa diskennet euz an env, hag o tostaad, hen doa ruliet kuit ar mean a‐zirag an nor hag azezet varnezhan.


Ha p’hen doe klevet gant ar c’hantener, e roaz ar c’horf da Josef.


Ha Mari Magdalen, ha Mari, mam Joses, a zelle pe leac’h e lakeet anezhan.


Hag o veza hen diskennet euz ar groaz, hen lienaz gant eul linsel, hag hen lakeaz en eur bez toullet er roc’h, ha ne oa bet c’hoas lakeat den e‐bed enhan.


Neuze Jesus, o veza adare troublet enhan he‐unan, a zeuaz d’ar bez; ar bez a oa eur c’hao, ha lakeat e oa bet eur mean varnezhan.


Lemmel a rejont eta ar mean euz al leac’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, a lavaraz: Va Zad, da drugarekaad a ran, abalamour ma ec’h euz va zelaouet.


An deiz kenta euz ar sizun, Mari Madalen a zeuaz etrezeg ar bez beure mad, pa oa c’hoas teval; hag e velaz ar mean lammet kuit divar ar bez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos