Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 6:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Eürus oc’h, c’houi pere hoc’h euz naoun breman, rag leuniet e veot. Eürus oc’h, c’houi pere a wel breman, rag karget e veot a joa.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Eürus oc’h, c’hwi hag hoc’h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc’h, c’hwi hag a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez!

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 6:21
56 Referencias Cruzadas  

Eürus ar re a zo er glac’har; rag consolet e vezint.


Eürus ar re ho deuz naoun ha sec’hed euz ar justis; rag int a vezo rassaziet.


ar re ho doa naoun hen deuz karget a vadou, hag ar re binvidic hen deuz kasset kuit en goullo.


Neuze Jesus, o veza savet he zaou‐lagad var he ziskibien, a lavaraz: Eürus oc’h, c’houi pere a zo paour, rag rouantelez Doue a zo deoc’h.


Eürus e veot pa ho devezo an dud kassoni ouzoc’h, pa veot chasseet, hag outrajet ganthe, ha pa lakint hoc’h hano da dremen evit eun hano fall, abalamour da Vab an den.


Malheur deoc’h‐hu pere a zo rassaziet, rag naoun ho pezo. Malheur deoc’h‐hu pere a c’hoarz breman; rag c’houi a welo hag a huanado.


Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi: Ma c’hanavezjez donezon Doue, ha piou eo an hini a lavar d’id: Ro da eva d’in, e c’houlenjez diganthan da‐unan, hag e roche d’id dour beo.


Ha Jesus a respontaz dezhe: Me eo ar bara a vuez; an hini a zeu d’am c’havout, n’hen devezo biken naoun, hag an hini a gred enoun n’hen devezo biken sec’hed.


Bete vreman ec’h anduromp an naoun hag ar sec’hed, hag emomp en noaz; hon skei a rer var hon bisach, hag ez omp o redec aman hag a‐hont;


er poaniou, el labouriou, er beilladennou alies, en naoun, er sec’hed, alies er iuniou, er ienien hag en noazder.


Evit se eo en em blijan em infirmiteou, en dismegansou, en ezomou, er persecutionou, en enkreziou abalamour d’ar C’hrist; rag pa vezan dinerz, neuze eo e vezan krenv.


evel tud glac’haret, ha ni joaüs bepred; evel peorien, ha ni o pinvidikaad meur a hini; evel tud ha n’ho deuz netra, ha ni o kaout pep tra.


Eürus an den a c’houzanv an dentation; rag pa vezo bet amprouvet, e recevo ar gurunen a vuez prometet gant an Aotrou d’ar re a gar anezhan.


Hag e kleviz eur vouez vraz euz an env, hag a lavare; Setu tabernacl Doue gant an dud, hag hen a rai he zemeurans ganthe; int a vezo he bobl, ha Doue he‐unan a vezo ganthe, hen a vezo ho Doue.


N’ho devezo mui a naoun, ha n’ho devezo mui a zec’hed; hag an heol na skoio ken varnezhe, na tomder e‐bed; rag an Oan, pehini a zo e‐kreiz an tron ho reno evel eur mesaer, hag ho c’hunduo da feunteuniou a zour beo, ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou‐lagad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos